Stleug (askorn)

Ar stleug eo an trede eus an tri askornig a zo er skouarn grenn hag o deus ur roll e kas hag amplaat ar son. An askorn bihanañ ha skañvañ eo er skeledenn. Dizoloet e voe war-dro 1550 gant Giovanni Ingrassia, mezeg sikilian e skol-veur Napoli.

E fiñvadennoù a c'hell bezañ distroñset gant kigenn ar stleug, stag ouzh lodenn adreñv penn ar stleug. E skouarn mab-den eo 3 mm a ledander ha 4 mm a uhelder. Etre 2 ha 4,3 mg a bouez zo ennañ. Koublet eo ouzh an annev en diavaez hag ouzh milendall askornek ar skouarn diabarzh en tu all.


Developed by StudentB